Lazhadeg Nanjing

Lazhadeg Nanjing
Torfedoù brezel Bro-Japan, lazhadeg, wartime sexual violence
Rann eusEmgann Nanjing Kemmañ
Anv er yezh a orin南京大屠殺 Kemmañ
BrezelBrezel Sina ha Japan Kemmañ
Anvet diwarNanjing Kemmañ
StadRepublik Sina (1912-1949) Kemmañ
E tiriadNanjing Kemmañ
Lec'hNanjing Kemmañ
Daveennoù douaroniel32°3′0″N 118°46′0″E Kemmañ
Deiziad1937 Kemmañ
Deiziad kregiñ13 Kzu 1937 Kemmañ
Deiziad echuiñ2 C'hwe 1938 Kemmañ
PrantadBrezel Sina ha Japan Kemmañ
Deskrivet dreTerror in Minnie Vautrin's Nanjing: diaries and correspondence, 1937-38 Kemmañ
OberourLu Impalaeriezh Japan Kemmañ
Map
Soudard eus Arme Impalaeriezh Japan dirak korfoù Sinaiz lazhadeget e 1937

Lazhadeg Nanjing pe Gwallerezh Nanjing a vez graet eus un hollad torfedoù-brezel (lazhadegoù ha gwallerezh) kaset da benn gant nerzhioù Arme Impalaeriezh Japan war annezidi kêr Nanjing, kêr-benn Republik Sina adalek miz Kerzu 1937 e-kerzh an Eil brezel etre Japan ha Sina, goude Emgann Nanjing.

D'ar 7 a viz Kerzu 1937, Tchang Kai-chek, e penn ar C'huomintang, en doa graet eus Nanjing e gêr-benn, a istim ez eo kollet hag a ziviz en em dennañ goude Emgann Shanghai war ali e strategourien alaman. Lezel a ra etre daouarn ur bodad etrebroadel renet gant John Rabe. koulskoude e chom eno un arme 100 000 den dister o gourdonerezh, renet gant Tang Shengzhi, dezhe da gefridi kas da benn politikerezh an douar devet.

Evit miret ouzh ar siviled a guitaat kêr e ro Tang Shengzhi urzh da wardañ dorojoù kêr, evel oulennet gant Tchang. Stanket eo an hentoù ivez gant ar soudarded. Distruj a reont ar bigi ha deviñ ar c'hêriadennoù, kuit ma tec'hfe ur bern tud.

Al lazhadeg a badas c'hwec'h sizhun adalek an 13 a viz Kerzu 1937, devezh aloubadenn Nanjing gant Japaniz. E-pad ar mare-se, soudarded Arme Impalaeriezh Japan o deus lazhet trevourien ha prizonidi sinaat dizarmet. Istimañ a reer e voe lazhet etre 40 000 ha 300 000 den, ha gwallet etre 20 000 ha 80 000 a vaouezed hag a vugale[1].

Diaes eo gouzout ar wirionez dre ma voe kuzhet pe distrujet dielloù arme Bro-Japan a-raok kodianidigezh ar vro e 1945. An istorourien n'int ket deuet a-benn betek-henn da c'houzout an niver a dud lazhet. Al Lez-varn milourel etrebroadel evit ar Reter-Pellañ e Tokyo a istime e 1946 e oa bet ouzhpenn 200 000 Sinaad lazhet e-pad an darvoud. Evit gouarnamant Sina e voe lazhet 300 000 den, hervez ar pezh a voe embannet gant Lez-varn torfedoù-brezel Nanjing e 1947. Hervez Istourien japanat e vefe bet etre 40 000 ha 200 000 den lazhet. Abaoe ar bloavezhioù 1980 ez eus tabut bras e-touez an istorourien a-fet an niver a dud lazhet.

Ur skoilh eo chomet an darvoud-se en darempredoù etre Sina ha Japan betek an deiz-a-hiziv. Diouzh un tu, gouarnamant Sina a vez tamallet dezhañ c'hwezhañ ar sifroù gwirion gant kalz Japaniz. Diouzh un tu all e vez nac'herien ha broadelourien Japan o vont betek embann ez eo un darvoud ijinet gant Sina evit ar propaganda.

Ur pennad a-zivout ar "Gevezadenn evit lazhañ 100 den gant ur c'hleze" embannet en Tokyo Nichi Nichi Shimbun. An titl a embann, "Rekord ampart' (e-pad ar gevezadenn da zibennañ 100 den) – Mukai 106–105 Noda – an daou anezho eil letananted"[2].
  1. Iris Chang, The Rape of Nanking, p. 6.
  2. War and reconciliation: a tale of two countries. The Japan Times Online. Kavet : 2011-03-06.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search